Mercredi 4 janvier 2006

en français

An eilvet koulzad kelaouiñ a-zivout ar c’helenn divyezhek a vo sevenet e 2007 gant Kuzul Sevenadurel Breizh a-benn lakaat niver ar skolidi da greskiñ.

Al lodenn vrasañ eus an arc’hant a vo roet gant ar Rannvro hag an Departamantoù. Ma kemer perzh kalz izili Kuzul Sevenadurel Breizh ivez e vo tu d’ober ur c’helaouiñ ledanoc’h. Hervez ar sammad a vo dastumet ar c’helaouiñ a vo graet dre skritelloù bras, dre kemennoù er skinwel, er c’hazetennoù, dre plegfollennoù.

Evel warlene e c’houlenn Kuzul Sevenadurel Breizh digant e izili ur skodenn a 0,50 € (da nebeutañ) dre ezel (roet gant teñzorerezh ar gevredigezh, hec’h izili pe an daou war un dro). Dav eo treuzkas ar goulenn-mañ d’hoc’h izili ma ‘z oc’h ur c’hevredad.

Pep den a c’hell degas e skodenn drezañ e-unan ivez (Skrivañ war ar chekenn « KSB-koulzad kelaouiñ »). Ur skrid-testeni a vo kaset da bep donezoner  a-benn kaout un distaol a 66 % war an tailhoù.

Dibabet hon eus ober ar c’houlzad kelaouiñ-se er mizoù Meurzh/Ebrel hag e rankomp gouzout sav ho skodenn an abretañ ar gwellañ a-benn mirout ar panelloù a vruderezh ha seveniñ ur film ma c’hellomp ober gant ar benveg kelaouiñ-se.

Kasit ar follenn amañ-kevret hep dale gant ho chekenn (pe grit un dreuzvankadenn, goulennit titouroù gant ar c'huzul) :

KUZUL SEVENADUREL BREIZH

7, straed Jeneral Guillaudot

35069 ROAZHON CEDEX

ksb@kuzul.info

Kontañ a ra Kuzul Sevenadurel Breizh war ho skodenn evit kas war-raok ar brezhoneg. Ho trugarekaat a reomp evit ar skoazell a zegasoc’h.

 

Par Kuzul Sevenadurel Breizh - Publié dans : dons / donezon
- Voir les commentaires - Recommander
Retour à l'accueil

Soutenu par

Diwan skolioù e brezhoneg dre soubidigezh - écoles en breton par immersion
Div Yezh ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik - enseignement du breton à l'école publique
Dihun ar c'helenn brezhoneg er skolioù katolik - enseignement du breton à l'école catholique
UGB Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg  
Créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus